Le gwerz de Lezobré

Clique sur le triskel pour entendre l'air de Lezobré

Un gwerz est un chant populaire traditionnel breton :

I
Etre Koat-ar-Skinn ha Lezobre
A zo bet assinet un arme;
(bis)
A zo bet assinet ur gombat,
Doue da reļ d'ez-he kombat-vad;
(bis)
Doue da reļ d'ez-he kombat-vad,
Hag er ger, d'ho zud, kezelou-mad !...
Ann aotro Lezobre a lavare
D'he bajik-bihan, un dez a oe:
ma inkane-gwenn,
Laka he vrid arc'hant en he benn;
Laka he vrid arc'hant en he benn,
Hag he gollier-aour en he gerc'henn;
Hag ho hini Rouan akipet,
Ma iefomp d'Santes-Anna Wened !-

II
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa arrue:
-Bars en tric'houec'h stournad ez on bet,
Hag ho zric'houec'h am euz gonezet;
Hag ho zric'houec'h am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened;
Roit d'in 'r c'hraz da c'honit 'nn naontekvet,
Me a vo kurunet en Drindet.
Ha me breno d'ac'h ur c'houriz koar,
A reļo ann dro d'ho holl douar,
Unan d'no iliz ha d'ho pered
Ha da ho holl douar benniget;
Me a breno d'ac'h ur baniel ru,
Hag a vo alaouret en daou-du. -

III
`Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D'he bajik-bihan hag en de-se:
-Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ~ -
'Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, 'vel m'hen klewaz:
-Ha mar d'on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur;
Mar na t'euz anavezet ma zad,
Me a roļo did anaout he vab! -
Da gombati neuze int bet et,
'Nn aotro Lezobre 'n euz gonezet.
'Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c'honeze:
- En hano da Zoue, Lezobre,
En han' Doue, ro kartier d'in-me! -
- Me na roļnn ket kartier dide,
Rag n'as bije ket roėt d'in-me.-
-En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe! -
-Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N'as bijes ket leusket ganin-me. -
-En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale.-
-N'inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. -
Na oa ket he c'hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet.-

IV
Lizerou d'ar roue ' zo kasset.
Da laret 'oa Koat-ar-Skinn lazet.
Hag ar roue Gall a lavare
D'he bajik bihan, un dez a oe.
- O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,
Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d' gombati ma Maurian-me!...-

Ar pajik-bihan a lavare
En Lannuon na pa arrue:
-Demad d'ac'h ha joa holl er ger-ma,
'Nn aotro Lezobre pelec'h ema ?-
'Nn aotro Lezobre, p'hen euz klewet,
He benn er prennestr 'n euz boutet;
He benn er prennestr 'n euz boutet,
Ha paj ar roue 'n euz saladet.
-Demad d'ac'h-c'hui, aotro Lezobre ! -
-Ha d'ac'h-c'hui iue, paj ar roue!
Ha d'ac'h-chui iwe, paj ar roue,
Petra 'zo c'hoarvezet a newe?
-Lavaret 'zo d'ac'h-c'hui, Lezobre,
Dont d' gombati Maurian ar roue. -
-En han' Doue! pajik ar roue,
Desk-d'in sekret ar Maurian-ze!
Ha me a roļo did ur bouket,
A vo en he greiz pewar-mill skoed. -
-Me a lavaro d'ac'h he sekre'
Met bikenn da den n'hen diskuilfet:
Na pa gomanso ar gombat-ze,
Taolet prim ho tillad war he re;
Ha strinket gant-han dour-binniget,
Kerkent evel hen do dic'houinet;
Neuze a raļo ul lamm en er;
Lakit ho kleze d'hen digommer;
Bezit gwell ganec'h koll ho kleze,
Lezobre, ewit koll ho puhe! -
'Nn aotro Lezobre, p'hen euz klewet,
He zorn en he c'hodel 'n euz boutet;
He vouked d'ezhan hen euz roėt,
A oa en he greiz pewar mill-skoed. -

V
'Nn aotro Lezobre a lavare,
En Santes-Anna, pa arrue:
-Bars en naontek stourmad ez on bet,
Hag ho naontek am euz gonezet;
Hag ho naontek am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Vened;
Grit d'in c'hoas gonit ann ugenvet,
Ha me vo kurunet er Ieodet.
Me a breno d'ac'h ur baniel gwenn,
A vo seiz kloc'h arc'hant euz pep-penn;
A vo seiz kloc'h arc'hant euz pep-penn,
Hag ur c'har-balenn d'hi dougenn;
Me a breno d'ac'h ewit presant
Ur c'haleļ aour hag ur zakramant,
Hag a vezo kaer d'ho enori,
Rag ur burzud-kaer ho po gret d'in. -

VI
'Nn aotro Lezobre a lavare,
En palez ar roue, p'arrue:
-Demad d'ac'h, sir, ha memeuz roue,
Na petra oc'h euz-c'hui a newe?-
-Lavaret ' zo dide, Lezobre,
Dont d' gombati ma Maurian-me;
Koat-ar-Skinn a t'euz-te lazet,
Oa unan ma brasa mignoned;
Met Koat-ar-Skinn mar t'euz-te lazet,
Ma Maurian-me na lazi ket.

P'antreaz er zal-vraz war-'nn-ezhan,
O teurrel dour-binniget gant-han.
Pa daol 'r Maurian he dillad d'ann douar,
A taol Lezobre he re war-var;
Pa ra 'r Maurian ul lamm en er,
E lak' he gleze d'hen digommer.
- En hano ma Doue, Lezobre,
Na chach-te da gleze ganide ! -
-Na chachinn ket ganin ma c'hleze,
N'as bijes ket chachet d'hini, te. -
-En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe! -