An  degemer
e skol  Botoha

   Gant ur gentel keodedelezh kinniget deomp gant ar skolaerez omp bet degemeret. « ar bugel a zispign muioc'h evit ar pezh en deus ezhomm a zo ur c'harg evit e dud ! » Warlerc'h eo bet ret deomp heuliañ ar gentel skritur gant un doug pluenn giz  gwechall. Ar vestrez skol he deus displeget petra e oa buhez ar vugale etre an daou vrezel. Roet e veze ur « bon point » d'ar re a laboure mat hag e veze kaset ar re all da vale e-kreiz ar bourk gant o c'haieroù staget ouzh o c'heinoù ! Ur wech e oa bet graet kement-se d'ur plac'h vihan  hag he doa bet taolioù bazh war he revr ouzphenn gant he zad, ur wech erruet er gêr.
   
                                Florian hag Arthur

Skritur
gant an
doug-pluenn

Taolenn

Texte en Français

Da heul