Klas skol Botoha

Diskouezadeg skol Botoha

   Un diskouezadeg diwar-benn istor skol Botoha a zo bet savet gant ur gevredigezh. Aze e tispleger penaos eo bet savet ar skol e 1931 ha perak eo bet serret e 1977 peogwir ne chome nemet 14 bugel enni. E-barzh ar savadur e vez sellet ouzh ur film, poltriji a bep seurt ha dilhad bugale da vare ar bloavezhioù 1950. Ret eo menegiñ ivez e veze lakaet botoù koad gant bugale 'zo betek ar bloavezhioù 1960 hag e veze ur saro gant pep hini. Pa veze glav e veze lakaet ur sac'h patatez war penn ar vugale ha dav dezhi ! Ar re a veze pakaet o kontañ brezhonek a veze roet ar « symbole » dezho hag e vezent punijet e fin an devezh skol.

                          Solen

Porzh skol Botoha

Taolenn

Texte en Français

Da heul