Ar Gouren
Ar gouren, ur c'hoari eus breizh

vgouren2.gif (9175 octets)

 

C’hoari ar vro eo ar Gouren. A-hed ar c’hantvedoł eo bet c’hoari an noblańs, ar vrezelourien hag hini al labourerien-douar. E penn kentań an XXvt kantved e oa c’hoazh ar sport pennań e Breizh : c’hoari an emvodoł da goulz al labourioł-douar pe penndańvez da geńver gouelioł ar pardonioł. Brudet  ha doujet e oa ar re a gase ganto ar maout d’ar gźr.

cadrsol1.gif (8241 octets)

Ur Sport eo deuet da Vezań

Cheńch a ra pep tra hag ar gouren ivez : hiziv e vez aozet dre gevredadoł ha kluboł (ar skolioł gouren a vez graet anezho) Eno vez stummet ar c’hourenerien war dachenn ar sport : gourenadegoł a vez e broioł estren ha bep eil bloaz vez ar c’hourenadeg evit Europa.

Liammet gant ar Sevenadur

Ur sport evel ar re all eo, met chomet eo stag ouzh sevenadur hengounel e bobl.
Bez e vez anezhań e meur a c’houel en diavaez, e pardonioł an hańv, asambles gant ar sonerezh, an dańsoł ha c’hoarioł all.

prise02.jpg (31422 octets)

Ur c’hoari evit ar vugale

Cheńchet eo an doareoł etre ar gouren gwechall hag ar gouren a-vreman: ur c’hoari evit an arvestouren a rae an heg an eil d’egile e-barzh o fark e-pad an ehan. Met ur c’hoari eo atav, embreget gant ar vugale er skolioł, er c’hreizennoł dudiań , er c’hlasoł dizoleiń hag all...

Ur sport hag ur c’hoari, un oberiantiz a gelenn penaos mestroniań ar jestroł met ivez doujań ouzh ar re all. Tal-ha-tal vez an dud hep bezań taer an eil ouzh egile. Merc’hedigoł ha paotredigoł a c’hoari a galon vat.

bpatrim.eps (86702 octets) retour