Ar Gouren
KLIKED A-DREŃV

vgouren2.gif (9175 octets)

 

Unan eus penntaolioł ar gouren

kliked01.gif (53751 octets)

E-ser mont e droad kleiz war-raok gantań e talc’h mat e gengourener war-bouez e zivrec’h hag e teu an arsailher da heul:
-da gregiń e-barzh ufern kleiz an difenner.
-da dapout krog er gouriz e kein an difenner evit e sachań davetań .
Diwar sachań start e vez kresket an digempouez gant brec’h kleiz an arsailher hag e vez hemań muioc’h stag ouzh ar c’henc’hoarier
(Kregiń a ra e viz-meud troad en-dro da ufern egile. A stur gant linenn-dreid egile emań e droad-harp).

 Lerc’h ouzh lerc’h.... :
-e ra e droad gantań ur c’hard-tro da vont a-skouer da linenn-dreid ar c’henc’hoarier.
-ez astenn e gorf war-dreńv en ur dreiń warnań e-unan hag e sav war-raok hag uhel e c’har zo krog. Stag-mat emań atav e zivrec’h ouzh an difenner.

Dres a-raok d’e gevezer stekiń ouzh ar pallenn e taol evezh an arsailher da dennań e vrec’h dehou diwar-dro.
Ouzhpenn, e oar treiń e gorf a-zoare abalamour da gas egile klok war e zaou blanken skoaz.

Lamm!

Traoł a-zevri

-Kregiń start gant biz-meud an troad.
-Menel korf-ouzh-korf gant egile da vat.
-Ur wech digempouezet war-dreńv, treiń warnor an unan.
-Arabat chom hep ober ur c’hard-tro d’an troad diwar harp

bpatrim.eps (86702 octets) retour